Kevre Breizh dorn ouzh dorn gant labourerezed ha labourerien ar brezhoneg

Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, ezel eus ELEN, Rouedad Europa evit ingalded ar yezhoù, a zo skoazh ouzh skoazh gant Kenurzhierezh labourerien ha labourerezed ar brezhoneg ha sevenadur Breizh harpet gant o sindikajoù evit difenn an implijoù a zo ret evit kas war-raok ar c’helenn brezhoneg hag e brezhoneg hag er vuhez sokial war bep tachenn.


Goude bezañ gwelet danevell 2019 ensellerien veur an Deskadurezh Vroadel Yves Bernabé ha Sonia Dubourg-Lavroff diwar-benn rouedad skolioù Diwan diskuliet nevez zo, e kondaon Kevre Breizh an ideologiezh vroadel dogmatek a zo en e ziazez : an erbedadennoù anezhañ n’o deus da bal nemet kas d’an traoñ an deskadurezh dre soubidigezh a zo bet diskouezet he efedusted evit un divyezhegezh gwirion hag he zisoc’hoù dre vras, evel m’eo testeniet e Breizh hag e lec’h all dre ar bed, evit lakaat en he flas ur barder eurvezhioù enep-pedagogel ha kontrol-efed na vez ket ket graet gantañ zoken gant kelennerien ar skolioù publik, dre chañs evit talvoudegezh ar c’helenn ha divyezhegezh ar skolidi. Enebiñ a ra ivez an danevell ouzh implij ar yezh anvet rannvroel e buhez ar skol ar pezh a ya a-enep d’ar gwirioù denel diazez, evel ar gwir da eztaoliñ, embannet e Bonreizh Frañs hag e lies kenemglev etrebroadel. Kas a ra endro Frañs ar 21añ kantved da bolitikerezh lazhkenel un amzer zo bet. Kentoc’h eget berzhañ doareoù kelenn Diwan o deus diskouezet abaoe ouzhpenn 40 vloaz disoc’hoù eus ar re wellañ evit ar skolidi e c’houlennomp start e vefe ar gwir d’o astenn en holl hentennoù kelenn e brezhoneg.


Mard eo bet lavaret e emvod ar 15 a viz gwengolo etre rouedad ar skolioù kevredigezhel dre soubidigezh Eskolim hag ar C’hentañ ministr Jean Castex ha ministr an Deskadurezh Jean-Michel Blanquer e vefe kontradet daou glas e skol Sant Ervlan, ar pezh a rankje bezañ bet graet abaoe pell, chom a ra bras kenañ ar c’hudennoù da ziskoulmañ evit anavout da vat ar gwir d’ar yezh ha d’an divyezhegezh… N’eus netra diwar-benn an debarzhadur eurvezhioù e skolajoù Ar Releg-Kerhuon, Plijidi pe lise Karaez a zo ret evit na vo ket klasoù dindan 40 skoliad.


Evit an deskadurezh publik, ma‘z eo bet digoret a-benn ar fin klasoù divyezhek lise Montroulez ha skolajoù Gwengamp ha Kallag a-drugarez d’ar stourmadoù war an dachenn gant kerent Div Yezh hag ar sindikadoù, niverus eo al lec’hiennoù n’eus enno kendalc’h ebet er c’helenn divyezhek daoust d’ar pezh zo embannet e lezenn Molac. Kudenn talvoudegezh stummañ hag enfredañ un niver bras a-walc’h a gelennerien er skolioù publik koulz ha digoradur klasoù dres soubidigezh publik e Breizh evel e Bro Euskadi, Korsika pe Katalonia n’eus meneg ebet anezho.


Evezh bras a ranker kaout da heul kemenn ur c’helc’hlizher diwar-benn ar c’hevratoù kevreiñ a glotfe gant “ar c’hempouezh bonreizhel gortozet”. Kiladenn pedagogel ebet na nac’hadenn ebet war ar gwirioù denel na c’hellint bezañ asantet dindan digarez doujañ ouzh normoù ideologel bonreizhel dizegemerus.
Pa vez ar Vonreizh o vont a-enep d’ar gwirioù denel diazez, pa sav a-enep treuzkas yezhoù hor broioù hag a-enep al liested sevenadurel a zo e kreiz an diorreadur padus ha ken ret evit an denelezh hag ar vevliested evit ar vuhez evel m’hel lavar an UNESCO, ar Vonreizh an hini eo a ranker cheñch ha n’eo ket ar c’hontrol.


Neuze e c’hortoz Kevre Breizh ul labour a-stroll etre Kuzul Rannvro Breizh, ar pemp departamant hag ar strollegezhioù lec’hel evit sevel dre gendiviz gant ar c’hevredigezhioù ur gwir steuñv politikerezh yezhel o termeniñ palioù met dreist-holl o lakaat e plas ar peadra da respont d’an ezhommoù resis hag o varc’hatañ start gant ar Stad evit ar pezh a sell eus e c’halloudoù.