Aet Andreo Merser da anaon - Décès de Andreo Merser

 

Kemennadenn a-berzh Kevre Breizh

 En enor da Andreo Merser, kelenner ha kenlabourer evit ar brezhoneg

Communiqué de Kevre Breizh

Reconnaissance à Andreo Merser, enseignant et défenseur de la langue bretonne

 

 

 

Keloù hon eus bet war an Télégramme, Radio Breizh, Frañs bleu Breizh Izel ha Frañs 3 Breizh eo marvet Andreo Merser e Brest d’an oad a 95 vloaz. 

Skolaer eo bet hag a-bred, en deus graet e vad eus lezenn Deixonne 1951 evit kelenn brezhoneg en e skol e Groñvel, oc'h embann ar gazetenn "Fiseled Groñvel" evit ar vugale. Kelennet en deus diwezhatoc'h e Brest, e-lec'h m'en deus kaset c'hoazh kentelioù brezhoneg war-raok er skol ha gant Emgleo Breiz. 

Labouret en deus gant ar Falz, bet eo bet prezidant Emgleo Breiz hag ar gazetenn "Brud Nevez".

Kenlabouret en deus en anv Emgleo Breiz gant ar C'huzul evit Karta Europa ar Yezhoù da gentañ ha diwezhatoc'h gant Kuzul Sevenadurel Breizh kevredigezhel, diaraoger Kevre Breizh.

Nous avons appris le décès d'Andreo Merser annoncé par Le Télégramme, Radio Breizh, Bleu Breizh Izel et France 3 Bretagne, à Brest à l'âge de 95 ans.

Il a été un instituteur engagé très tôt dans l'enseignement de la langue bretonne en mettant en oeuvre la possibilité ouverte par la loi Deixonne de 1951 dans son école à Glomel où il publiait la revue scolaire "Fiseled Groñvel" pour les enfants. Puis il a été nommé à Brest où il a continué à enseigner le breton et à organiser des cours de breton.

Il a travaillé avec Ar Falz, l’association des instituteurs laîques pour l'enseignement du breton, a été président d'Emgleo Breiz et de la revue en breton "Brud nevez".

Il a travaillé au nom d'Emgleo Breiz au Comité pour la Charte européenne des langues régionales ou minoritaires d'abord, puis au Conseil culturel associatif, prédécesseur de Kevre Breizh.

 

Amañ dindan, mortuaj an Télégramme – Ci-dessous, avis de décès du Télégramme

 

BREST.
Kerse eo ganeom rei deoh da hoûd eh eo marvet
Andreo MERSER
d'an oad a 95 vloaz.
A-berz Brud Nevez, Kernaered, Lambaol-Blouarzel.
_________________________________________

Nous avons le regret de vous faire part du décès de
André LE MERCIER
à l'âge de 95 ans.
Ses proches lui rendront hommage dans l'intimité.
De la part de la revue en langue bretonne Brud Nevez, Kernaered, Lampaul-Plouarzel.

 

TOP