Kevrat obererezh publik evit Breizh | Contrat d'action publique pour la Bretagne

KEVRE BREIZH O LAKAAT OBEREREZH AR RANNVRO EN A-RAOK HAG O C’HERVEL D’UL LUSK MALLUS

KEVRE BREIZH SOULIGNE L’ACTION RÉGIONALE ET APPELLE À LA MISE EN OEUVRE URGENTE

 

[En français ci-dessous]

Da heul Feur-emglev dazont Breizh eo bet sinet gant rannvro Breizh ur c’hevrat-rannvro evit an obererezh publik asambles gant ar Stad. Fellout a ra da Gevre Breizh, kenurzhierezh kevredigezhioù sevenadurel Breizh, lakaat en a-raok stourmidigezh ar Prezidant Loïg Chesnais‑Girard ha dilennidi rannvro Breizh a-benn tapout kaout digant ar Stad treuzkas ar barregezhioù a zo ret evit hec’h obererezh hag evit hini annezidi ar rannvro.

Laouen emañ Kevre Breizh ez eo bet tapet engouestloù digant ar Stad war dachenn ar sevenadur, yezhoù Breizh da gentañ penn, evit skoazelliñ ha kreñvaat rouedad ar skolioù kevredigezhel dre soubidigezh Diwan en-sell da sevel ur framm-lezenn gwarant da lakaat ar servij publik-mañ, rekis, da badout. Ret eo d’an engouestloù-se dont da wir diouzhtu-kaer gant ar Vodadeg Vroadel o tegemer ar reizhadennoù-lezenn bet kinniget gant ar g.c’h.annard.ez.ed evit astenn an treuziad-skol da skolidi an holl hentadoù, publik, kevredigezhel Diwan pe breves. Ur gwir-sevenadur ha deskadurezh ha n’heller ket nac’hiñ an hini eo, hag a zo lod da vat eus gwirioù Mab-Den. Dleout eo dezhañ bezañ lakaet da dalvezout hep dale mui.

Goulenn a ra Kevre Breizh ma vo ledanaet kelenn ar yezhoù hag ar sevenadurioù-rannvro e kement tachenn an deskadurezh. Mod-all, ret eo da adaoz deskadurezh an eil derez, hemañ o treutaat spontus kelenn ar yezhoù-rannvro hag o strizhaat o flas er vachelouriezh, bezañ reizhet evit o lakaat da vezañ desket hag implijet e-kichen ar yezhoù etrebroadel.

Dedennet eo Kevre Breizh ivez gant ar mennozh da sevel Diviz tiriegezhel ar brezhoneg, o vodiñ strollegezhioù ar pemp departamant breton, al Liger Atlantel hag all, a-benn krouiñ strategiezhioù boutin. Ar re-mañ ne c’hellint bezañ efedus nemet ma vo lakaet al luskad kevredigezhel er jeu en ur zerc’hel anezhañ, douget ma vez gantañ emzav ar brezhoneg e‑touez ar yaouankizoù hag an dud en oad, hag en ur vrasaat a-zoare ar skoazell arc’hant a vez roet evit ar yezhoù.

Koulskoude, a-greiz ma’z eo bet roet lañs en UNESCO e Pariz da Vloavezh Etrebroadel 2019 ar Yezhoù Engenidik, Kevre Breizh, hag a gemero perzh ennañ, a rebech ma vefe ret adarre koll kement-se a nerzh ha tremen dre Bariz atav evit tapout kaout hepken ma vefe lakaet da dalvezout ar gwirioù sevenadurel hag ar pennreolennoù demokratel diazez a zo anavezet en emglevioù etrebroadel ha lakaet da vont en-dro en darn vrasañ eus broioù Europa.

Gervel a ra Kevre Breizh d’an ober ha d’an evezh evit ma vo fetisaet buan an divizoù kemennet, en ur lakaat da c’houzout ez eo ret kaout ur gwir statud evit Breizh, enni al Liger Atlantel, gant ar barregezhioù hag ar peadra a roio d’ar Bretonezed ha d’ar Vretoned an tu da verañ en un doare demokratel ar pezh a sell oute war-eeun. 

Dans le prolongement du Pacte d’avenir de la Bretagne, la région Bretagne a signé avec l’État un contrat régional pour l’action publique. Kevre Breizh, coordination culturelle associative de Bretagne, tient à souligner la combativité du Président Loïg Chesnais‑Girard et des élu.e.s de la région Bretagne pour obtenir de l’État des transferts de compétences nécessaires à son action et à celle des habitants de la région.

Kevre Breizh se félicite que des engagements aient été obtenus de l’État sur le plan culturel et en particulier des langues de Bretagne concernant le soutien et la consolidation du réseau des écoles associatives Diwan en immersion, en vue de mettre en place un cadre juridique assurant la pérennité de ce service public absolument nécessaire. Ces engagements doivent se traduire immédiatement par l’adoption à l’Assemblée nationale des amendements des député.e.s breton.ne.s pour la généralisation du forfait scolaire pour les élèves de toutes les filières, publique, associative Diwan et privée. Il s’agit d’un droit à la culture et à l’éducation incontestable, partie intégrante des droits de l’homme. Il doit s’appliquer sans délai.

Kevre Breizh demande, à terme, la généralisation de l’enseignement des langues et cultures régionales dans tous les secteurs de l’éducation. D’autre part, la réforme de l’enseignement secondaire qui réduit considérablement l’accès aux langues régionales et leur place au baccalauréat doit aussi être amendée pour permettre leur apprentissage et leur usage à côté des langues internationales.

Kevre Breizh marque aussi son intérêt pour le projet de mise en place de la Conférence territoriale de la langue bretonne associant les collectivités des cinq départements bretons, y compris la Loire-Atlantique, afin d’élaborer des stratégies partagées. Ces stratégies ne pourront être efficaces qu’en associant et soutenant le mouvement associatif porteur du renouveau de la langue bretonne parmi les jeunes et les adultes et en augmentant significativement le budget attribué aux langues.

Toutefois, alors que l’on vient de lancer à l’UNESCO, à Paris, l’Année Internationale 2019 des Langues Autochtones à laquelle elle participe, Kevre Breizh dénonce la nécessité de devoir encore déployer une énergie considérable et de devoir passer par Paris pour obtenir simplement l’application des droits culturels et des principes démocratiques élémentaires reconnus dans les conventions internationales et mis en œuvre dans la plupart des pays européens.

Kevre Breizh appelle à l’action et à la vigilance pour la concrétisation rapide des premières mesures annoncées, tout en soulignant la nécessité d’un véritable statut pour la Bretagne incluant la Loire Atlantique, avec les compétences et les moyens qui permettront aux Bretonnes et Bretons de gérer démocratiquement ce qui les concerne directement.

 

Pellgargañ ar gemennadenn e stumm pdf | Télécharger le communiqué en pdf.

TOP