Galv Kevre Breizh evit saveteiñ hon anvioù lec'h brezhonek | Appel de Kevre Breizh pour sauvegarder nos noms de lieux bretons


Pellgargañ an destenn e pdf

Galv Kevre Breizh


Evit saveteiñ hon anvioù lec'h brezhonek, glad dizanvezel ar vro, evit liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù


« Distruj memor ur bobl a zo an ober hollveliour en e barr » a embanne Predag Matjevicth, skrivagner ha kelenner war al lennegezh slavek, e levraoueg meur Sarajevo war adsevel d’an 22 a viz Even 2001 e-kerzh an abadenn « Bouillon de culture » gant Bernard Pivot.
Ul lodenn vras eus hor memor pobl a vez treuzkaset deomp dre hon anvioù lec'h. E Breizh evel e lec'h all. Kalz komunioù o deus graet ul labour a-bouez evit derc'hel hor glad yezhel, sevenadurel hag istorel war-un-dro, evit reiñ anvioù nevez d'ar straedoù peurgetket. Kalz reoù all, dre ziouiziegezh pe ziegi pa n'eo ket diwar c'houlenn servijoù evel ar Post hag, evit lod moarvat, dre youl da gas da get merkoù anat un identelezh vreizhek, o deus roet anvioù hep liamm gant ar vro, o tiverkañ an anvioù lec'h-se eus memor ar bobl.
Lakaet war evezh gant anvioù chimik un nebeud komunioù nevez-kendeuzet, ar c'henaozadur sevenadurel Kevre Breizh en deus skignet e dibenn 2016 da holl vaered pemp departamant Breizh ur blaketenn o tisplegañ pegen a-bouez ez eo saveteiñ anvioù lec'h Breizh.


Gwarez liested ar yezhoù ha sevenadurioù da ziazez dazont an Denelezh


Kadarnaet he deus ar Frañs Kenemglev an Unesco evit gwareziñ ar glad sevenadurel dizanvez a zo ar yezh ur benveg treuzkas anezhañ. Sinet he deus mellad Karta Europa ar yezhoù rannvro pe vinorezhel a c'houlenn dibab « stummoù henvoazel ha reizh an anvioù lec'h er yezhoù rannvro pe vinorezhel ». Kuzul Europa a erbed dibab « stummoù reizh an anvioù lec'h, diazezet war yezhoù orin pep tiriad, ken bihan e vefe ».
Distruj an anvioù lec'hel a zo kement ha distruj ul levraoueg. Implij anezho evit anvioù an hentoù nevez a zo gwareziñ ar glad-se.
N'eus abeg teknikel ebet da chom hep kemer e kont ar brezhoneg, en e zoare skrivañ anavezet, evit envel an hentoù. Pa vez endalc'hadoù hor planedenn e doujañs d'al liested, an unyezhekadur dindan digarez eeunaat a zo anezhañ ur c'hammed ouzhpenn war-zu ur gevredigezh dizenelaet, troc'het eus an dachenn. An enkadenn ekologel a ro deomp da c'houzout e tle hon doare bevañ nevez bezañ diazezet war an den araok an teknik hag ar sañset « araokaat » en ur sistem hor c'has d'an distruj. Set ar pezh a c'houlennomp.

Ur giriegezh a-stroll hag ur galv d'ar geodediz


An adreizh tiriadel en deus roet d'ar Rannvro an atebegezh « evit startaat gwarez hec'h identelezh ha kas war-raok ar yezhoù rannvro, o toujañ da anterinded, emrenerezh ha kefridioù an departamantoù hag ar c’homunioù ».
Holl liveoù ar strollegezhioù a zo o c'hiriegezhioù e kont neuze. Dleet eo dezho labourat asambles.
Kalzig strollegezhioù a zo skiant prenet ganto. Aozadurioù evel Ofis publik ar brezhoneg, meret gant ar Rannvro hag ar pemp departamant a zo dija war an dachenn. Keodedourion, kevredigezhioù o deus graet ul labour enklask bamus. Kement-se a rank bezañ lakaet a-stroll.
Hiriv-an-deiz ez eus bet lañset ur c'henstroll evit saveteiñ an anvioù lec'h brezhonek gant skoazell Kevre Breizh. Gervel a ra d'un emgav pik-nik fest kengred war aod Traezh Beleg, e Terrug, ledenez Kraoñ, d’ar 14 a viz Gwengolo da greisteiz evit reiñ skoazell d'al labour kaset war-raok gant ar gevredigezh lec'hel EOST (Etudes Ouvertes Sur Telgruc) ha gortoz a ra bezañ resevet gant ar maer a zo bet goulennet un emwel digantañ.
Ar pal a zo bodañ ha reiñ harp un tamm e pep lec'h e Breizh da emsavioù keodedourion evit lakaat anavezout ha gwareziñ hor glad yezhel, lodenn eus hon identelezh. Unan eus dalc'hadoù ar votadegoù da zont e tlefe bezañ.

 

Télécharger le texte en pdf 

Appel de Kevre Breizh


Pour sauvegarder nos noms de lieux bretons, patrimoine immatériel de la Bretagne, pour la diversité des langues et des cultures


« Détruire la mémoire d'un peuple, c'est l'acte totalitaire par excellence » déclarait Predag Matjevicth écrivain et professeur de littérature slave dans la grande bibliothèque de Sarajevo en reconstruction le 22 juin 2001 au cours de l'émission « Bouillon de culture » de Bernard Pivot.
Une partie importante de notre mémoire collective nous est transmise par nos noms de lieux. En Bretagne, comme partout. Beaucoup de communes ont fait un travail important pour maintenir ce patrimoine à la fois linguistique, culturel et historique dans les nouvelles dénominations de rues notamment. Beaucoup d'autres, par ignorance ou négligence, voire par incitation de services comme la Poste et pour certains par volonté de faire disparaître ces marqueurs évidents d'identité bretonne, ont attribué des noms sans liens avec le territoire, effaçant ces toponymes de la mémoire collective.
Alertée par l'adoption de noms artificiels de quelques nouvelles communes issues des fusions récentes, la coordination associative culturelle Kevre Breizh a diffusé fin 2016 à tous les maires des cinq départements bretons une plaquette explicative sur l'importance de sauvegarder la toponymie bretonne.


Une sauvegarde de la diversité des langues et cultures essentielle à l'avenir de l'Humanité


La France a ratifié la Convention de l'Unesco sur la protection du patrimoine culturel immatériel dont la langue est un vecteur. Elle a signé la disposition de la Charte européenne des langues régionales ou minoritaires qui prévoit l'adoption « des formes traditionnelles et correctes de la toponymie dans les langues régionales ou minoritaires ». Le Conseil de l'Europe recommande l'adoption « des formes correctes de la toponymie, à partir des langages originels de chaque territoire, si petit soit-il ».
Détruire la toponymie locale, c'est comme détruire une bibliothèque. L’utiliser pour la dénomination des nouvelles voies, c'est sauvegarder ce patrimoine.
Il n'existe pas de raison technique à l'absence de prise en compte de la langue bretonne dans son orthographe reconnue pour la dénomination des voies. Alors que les enjeux de la planète sont le respect de sa diversité, l'uniformisation linguistique sous prétexte de simplification est un pas parmi d'autres vers une société déshumanisée, hors sol. Avec la crise écologique nous savons que notre nouveau modèle doit être fondé sur l'humain avant la technique ou le prétendu « progrès » d'un système qui nous conduit au désastre. C’est ce que nous revendiquons.

Une responsabilité collective et un appel aux citoyens


La réforme territoriale a prévu que le Conseil régional a compétence « pour assurer la préservation de son identité et la promotion des langues régionales, dans le respect de l'intégrité, de l'autonomie et des attributions des départements et des communes ».
Tous les niveaux de collectivités voient ainsi leurs responsabilités engagées. Il leur appartient d'y répondre collectivement.
Nombre de collectivités ont une expérience. Des organismes comme l'Office public de la langue bretonne, géré par la Région et les cinq départements, travaillent dans ce domaine. Des citoyens et des associations ont fait un travail remarquable de recherche. Tout cela doit être mis en commun.
Aujourd'hui, un collectif pour la sauvegarde des noms de lieux bretons a été lancé avec le soutien de Kevre Breizh. Il appelle à un rassemblement pique-nique festif et solidaire sur la plage de Traezh Beleg à Télgruc, presqu'île de Crozon, le 14 septembre à 12 heures en soutien au travail réalisé par l'association locale EOST (Etudes Ouvertes Sur Telgruc – signifiant “moisson” en breton) et attend d'être reçu par le maire auquel un rendez-vous a été demandé.
Son objectif est de rassembler et de soutenir un peu partout en Bretagne une mobilisation citoyenne pour la reconnaissance et la sauvegarde du patrimoine linguistique, partie de son identité. Ce devrait être un des enjeux des prochaines échéances électorales.

TOP