Enkadenn yec'hed ar c'horonavirus • Crise sanitaire du coronavirus

 

Stourm asambles a-enep ar c’horonavirus hag evit hor gwirioù denel diazez

En enkadenn yec’hed grevus a zo o vont war gresk, e c’halv Kevre Breizh e holl izili da zoujañ groñs ouzh ar muzulioù surentez evit gwareziñ hon amzer da-zont boutin hep disteurel hor pennaennoù diazez.
Tra ma embann Radio-France ha France3 n’int ket gouest da zoujañ ouzh gwir ar vrezhonegerien da glevet keleier hag abadennoù e brezhoneg war ar gwagennoù, e salud Kevre Breizh al luskad kevredigezhel a zo engouestlet evit kas war-raok ur servij publik ha gwareziñ da vihanañ ar gwirioù diazez-se dindan meur a stumm :

• Radio Kerne ha Radio Naoned, koulz ha Radio Breizh a vod an holl radioioù brezhonek : 90.2 e Kemper / 92.0 e Douarnenez / 97.5 e Konk-Kerne – Dab+ Bro Naoned

 http://www.radiobreizh.bzh/bzh/index.php

• Brezhoweb, ar chadenn dele e brezhoneg penn-da-benn : http://brezhoweb.bzh et https://www.youtube.com/channel/UCAaZYBV2KAy6bZlbLNPEVRQ

• Gwengolofilmoù gant diell-filmoù liesseurt : http://www.gwengolo.com/pages/videos.php

• Breizhvod ivez a ginnig deoc’h abadennoù liesseurt evit ar re vras koulz hag ar re vihan :  https://www.breizhvod.com/

 

Evit Kevre Breizh stourm asamblez a-enep ar c’hleñved-red a ya a-unan gant hor gwirioù diazez hag araokaat an denelezh.

 

Tous ensemble contre le Coronavirus, et pour le respect des droits humains fondamentaux

Dans la grave crise sanitaire qui se développe, Kevre Breizh appelle l’ensemble de ses membres au strict respect des consignes de sécurité pour préserver notre avenir commun sans renier nos principes fondamentaux.
Alors que Radio France et France3, déclarent n’être pas en mesure d’assurer actuellement sur les ondes le respect des droits des brittophones à l’information et aux émissions en breton, Kevre Breizh salue le secteur associatif qui se mobilise pour assurer ce service public et préserver un minimum ces droits fondamentaux sous différentes formes :

• Radio Kerne et Radio Naoned, ainsi que Radio Breizh qui regroupe l’ensemble des radios de langue bretonne : 90.2 à Kemper / 92.0 à Douarnenez / 97.5 à Konk-Kerne/Concarneau – Dab+ Bro Naoned

 http://www.radiobreizh.bzh/bzh/index.php

• Brezhoweb, la chaîne de télé entièrement en breton :  http://brezhoweb.bzh et https://www.youtube.com/channel/UCAaZYBV2KAy6bZlbLNPEVRQ

• Gwengolofilmoù avec les différents reportages :  http://www.gwengolo.com/pages/videos.php

• Breizhvod permet aussi aux petits et grands de se divertir et de s’instruire :  https://www.breizhvod.com/

 

Pour Kevre Breizh  la lutte solidaire contre la pandémie va de pair avec nos droits fondamentaux et le progrès de notre humanité.

TOP