Enlinenn emañ lec’hienn nevez Kevre Breizh !

Degemer mat e lec'hienn nevez Kevre Breizh !

Goude un eurtad mat ezlinenn eo deuet en-dro lec’hienn Kevre Breizh !

Ur c’hinnig klok eus hor c’henurzhierezh a vo tu deoc’h da gaout enni, kement hag eus hon izili, pennadoù diwar-benn hon neventioù ha neventioù sevenadur ha yezhoù Breizh dre holl, un deiziadur eus ar c’hevreadoù hag ar c’hevredigezhioù sevenadur Breizh, ur bajenn evit an danvezioù (embannadurioù, videoioù…) a zo tu da lenn anezhe pe da sell oute enlinenn ha da bellgargañ anezhe, ha kement a vez c’hoazh…

Gouestlet eo ur bajenn d’an Emgleioù bro ivez, anezhe kevreadoù yezh ha sevenadur Breizh oc’h en em ledañ war Vreizh a-bezh

Na chomit ket da dortal evit mont da verdeiñ a-hed hag a-dreuz enni !