Kevre Breizh
kenurzhierezh kevredigezhioù sevenadurel Breizh

Piv omp ?

Kenurzhierezh kevredigezhioù sevenadurel Breizh eo Kevre Breizh, krouet e 2009 diwar ar gevredigezh bet Kuzul sevenadurel Breizh betek neuze. Bodañ a ra ar c’hevreadoù hag ar c’hevredigezhioù sevenadur Breizh pennañ, enne en tu all da 50 000 a izili e 5 departamant Breizh.

Aozadur prederiañ

Gant Kevre Breizh e vez aozet ar prederi, en diabarzh koulz hag en diavaez, war oberoù ar c'hevredigezhioù hag ar politikerezhioù publik evit yezhoù ha sevenadurioù Breizh, e framm ledanoc'h ar gwirioù sevenadur ha yezh.

Aozadur dileuriañ

Dileuriet e vez an emzav sevenadurel ha yezhel breizhek gant Kevre Breizh en un doare pad er C'huzul armerzhel, sokial, hag endro rannvroel (KASER), e Luskad Kevredigezhel Breizh (MAB) hag e Kuzul sevenadurel Breizh. Kemer a ra e lod en o frederi, o studioù hag en o oberoù.

Aozadur difenn ar gwirioù sevenadurel

En em emellout a ra Kevre Breizh da zifenn gwirioù sevenadur ar minorelezhioù e framm ELEN (Rouedad Europa evit ingalded ar yezhoù) ouzh ar Broadoù unanet : Forom-bed bloaz war ar minorelezhioù, danevelloù a-vareadoù evit ABU war emglev ar gwirioù armerzhel, sokial ha sevenadurel, rekour ouzh Kuzul gwirioù an Den eus ABU a-enep gwalladur ar gwirioù den diazez...

Aozadur eskemm an Emglevioù bro

Eskemm ha komz evit an Emglevioù bro (kevreadoù lec'hel yezh ha sevenadur brezhonek ha/pe gallaouek) a ra Kevre Breizh, ouzh ar C'huzul rannvro hag ar strollegezhioù all, a-benn ma vo anavezet muioc'h o rol ha o oberoù. Reiñ harp a ra d'an oberoù rannvroel evit brudañ ar c'helenn divyezhek ha dre soubidigezh brezhoneg/galleg, kement ha da goulzad Mizvezh ar Brezhoneg e miz Meurzh. Er framm-se eo pal Kevre Breizh aesaat da genlabourat ha da eskemm barregezhioù etre an Emglevioù bro, ha kinnig oberoù stummañ.

Un tamm istor

1980 – Krouidigezh Kuzul sevenadurel Breizh

Disklêriet eo Kuzul sevenadurel Breizh evel ur gevredigezh dindan lezenn 1901. Bodañ a ra ar strollegezhioù rannvroel, departamantel, lec'hel hag ar c'hevreadoù sevenadurel bras evit ar yezhoù, ar sonerezh, an dañs hag ar glad.

1986 – Lezennoù digreizennañ

Goude an dilennadegoù rannvro kentañ diouzh ar mouezhiañ hollek war-eeun e teu tamm ha tamm Kuzul sevenadurel Breizh da genurzhiañ ar c'hevredigezhioù sevenadur Breizh. Un nebeud strollegezhioù a chom hepken : Rannvro Breizh, ar C'HASER (Kuzul armerzhel, sokial hag endro rannvroel), kêr Roazhon ha departamant al Liger Atlantel.

2000 – Krouidigezh EEYSR (RILCR)

Disklêriadur e prefeti Il-ha-Gwilen eus ar gevredigezh Emgavioù ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel pe minorelaet, a zeuio da vezañ goude se Emgavioù Etrerannvroel ar Yezhoù ha Sevenadurioù Rannvroel (EEYSR pe RILCR e galleg, Rencontres Inter-régionales de Langues et Cultures Régionales), ma vo bodet enne kevredigezhioù hag aozadurioù eus Breizh, Akitania, Kreisteiz-Pireneoù, Lengadok, Bearn, Euskadi, Katalonia, Poatoù-Charentez, Enez ar Reunion, Martinik, Gwiana, Gwadeloup, Korsika ha Maiot.

Diwezh 2000 – Krouidigezh KPKK (LKB da zont)

Kemer a ra perzh Kuzul sevenadurel Breizh e krouidigezh Kuzuliadeg pad ar c'henurzhierezhioù kevredigezhel (KPKK), a zeuio da vezañ Luskad kevredigezhel Breizh (LKB, pe MAB e galleg, Mouvement associatif de Bretagne).

2011 – Krouidigezh ELEN

Savet eo gant Kevre Breizh, a-gevret gant kevredigezhioù europat all, an AMG European Language Equality Network (ELEN), Rouedad Europa evit ingalded ar yezhoù, a gemer plas Burev Europa evit ar yezhoù nebeutoc'h implijet (EBLUL). Roet eo da ELEN ur statut kuzuliañ ouzh an Ecosoc (Kuzul armerzhel ha sokial ABU) hag ouzh Kuzul Europa.

Hon diazezoù

Diorren & kas war-raok

Diorren ha kas war-raok sevenadur Breizh ha yezhoù difer Breizh, ar brezhoneg hag ar gallaoueg, he glad danvezel ha dizanvezel.

Difenn & souten

Ober evit ma vo difennet gwirioù sevenadur ar Vretoned hag ar c'hensouten d'hon izili e framm hor pennaennoù diazez.

Bodañ & kenurzhiañ

Bodañ ar c'hevredigezhioù yezh ha sevenadur Breizh hag ober evit o c'henurzhiañ, harpañ ha skoazellañ o oberoù ha boutinaat peadra.

Dileuriañ

Ober evit bezañ dileuriet a-stroll en ensavadurioùc en holl liveoù, hini ar 5 departamant breizhek, hini Rannvro Breizh, hini ensavadurioù Republik Frañs, hini Unvaniezh Europa, hini Kuzul Europa hag hini ar Broadoù unanet peurgetket.

Eskemm & kinnig

Ober evit an eskemmoù hag an darempredoù gant ar c'henurzhierezhioù kevredigezhel all a bep seurt live, sevel kinnigoù ouzh an ensavadurioù hag ouzh ar c'hevelerien a bep seurt, kregiñ gant nep doare a wir ha kas dirak al lez-varn evit en ober.

Dileuriañ

Diouzh e rol dileuriañ ar c’hevredigezhioù sevenadurel breizhek eo Kevre Breizh ezel diazezer eus ELEN, Rouedad Europa evit ingalded ar yezhoù, hag ezel eus Luskad kevredigezhel Breizh (MAB). Un dileuriad·ez en deus ar c’henurzhierezh e Kuzul sevenadurel Breizh hag er C’HASER.

ELEN – Rouedad Europa evit Ingalded ar yezhoù


European Language Equality Network (ELEN), Rouedad Europa evit ingalded ar yezhoù, a zo anezhañ un aozadur hep pal arc'hantus a ra evit gwareziñ, kas war-raok ha diorren yezhoù Europa nebeutoc'h implijet (da c'houzout eo rannvroel, minorelaet, en arvar, henvoazel, kenofisiel pe re ar broadoù bihan), labourat evit ingalded ar yezhoù e splet ar yezhoù-mañ kement hag evit al liesyezhegezh, e framm ledanoc'h gwirioù an Den, ha bezañ mouezh komzerien ar yezhoù-mañ el liveoù lec'hel, rannvroel, broadel hag etrebroadel.

Un aozadur e-maez gouarnamant eo ELEN, savet e 2011 diwar bodadoù ar stadoù ezel eus Burev Europa evit ar yezhoù nebeutoc'h implijet (EBLUL) ha diwar Eurolang e Brusel, kement ha diwar veur a AMG yezh eus meur a stadoù ezel eus Unvaniezh Europa.

Ur statut kuzuliañ he deus ELEN ouzh Kuzul armerzhel ha sokial ABU (Ecosoc) hag ouzh Kuzul EUropa.

Luskad Kevredigezhel Breizh (MAB)

Dileuriañ a ra Luskad kevredigezhel Breizh (e galleg Mouvement associatif de Bretagne) buhez aozet ar c'hevredigezhioù dre he kenurzhierezhioù. O mouezh eo, ha dre se ar c'hendivizer gwellañ ha reizh ouzh pennoù politikel ha melestradurel ar Rannvro.

Kuzul sevenadurel Breizh

Ur vodadeg kuzuliañ stag ouzh ar Rannvro eo Kuzul sevenadurel Breizh. Savet e 2009 hag hep e bar e Frañs, 70 ezel a zo en ensavadur-mañ, o reiñ da welet liested an arzoù, ar sevenadur hag ar glad e Breizh. Kemeret e vez kuzul ouzh ar C'huzul sevenadurel, stag ouzh ar C'huzul Rannvro, war pep goulenn o tenn ouzh ar vreizhadelezh hag ouzh he sked. Gallout a ra en em sezizañ eus pep goulenn o tenn eus an danvezioù-se a-benn sevel studiadennoù hag alioù.

Kuzul armerzhel, sokial hag endro rannvroel Breizh (KASER)

Ur vodadeg kuzuliañ eus Rannvro Breizh eo ar C'HASER (Kuzul armerzhel, sokial hag endro rannvroel). Ennañ obererien o tileuriañ holl redennoù ar gevredigezh sivil, ur gwir « fablab » eus demokratelezh ar rannvro eo. Sevel alioù a ra, stummañ kinnigoù evit pinvidikaat prederi an dilennidi, hag ober studiadennoù a-benn reiñ da anavezout d'an darn vrasañ dalc'hioù diorren Breizh.
Gant Kevre Breizh e vez dileuriet an Emsav en e bezh.